13/03/2024

Istor KerLuxY

An tri filer KerLuxY zo Arz, Nevezenti ha Kengred

Rouez eo an ARZ ha dre ret prizius   

Mari Yvenat

Saverez ha Renerez

 

Bet ganet war vord an Atlantel, plijet gant ar beajoù adalek va oad yaouankañ, on bet kaset gant ar wagenn-se d'an USA ma'm eus bevet ur pennad-amzer. Va daou ADN zo ar sonerezh hag ar c'hrouiñ.

Elektronenn diere, pianoourez hag arzourez, ez eo bet don ennon, a-viskoazh, an ezhomm da dreuzfurmiñ an danvez krai en ur stumm dic'hortoz : stammañ an angora, kemenañ an organdi, kizellañ beuz, hejañ barroù-livañ un nozvezh-pad, magañ ur forn amailhañ, frammañ ul liorzh saoz dilezet evit ur gwel ... Ur vuhez klasel war an deiz, ur vuhez arzel diouzh an noz. Pell e lakais da eilpennañ ar bleinoù dre zilezel mogerioù unton evit ur gwerele liesliv.

Ur blasenn ar marc'had eo KerluxY.bzh gant un Diskouezva Arz etrevroadel hag ur stal krouer. Evidoc'h ez an eus stal-labour da stal-labour, leviet gant karta ar berzhded evit dibab oberennoù orinel hag a berzhded uhel.

Er Gwerele, evidoc'h, e tigor arzourion ar bed a-bezh o lec'h-labour. O fal : treuzkas an arz, ar gened, ar ouiziegezh. Kejañ ganto, o selaou komz eus o boemenn  ... en didrouz, an amzer ehanet ....gortoz e tresfent un dammdresadenn, sellout ouzh an oberenn o tiwanañ ...lakaat "o oberenn dibar" en ho ti, dougen gant lorc'h ur bravig fardet hepken evit an-unan. Setu ar brient a fell din rannañ ganeoc'h.

Er Stal e vez labouret an danvezioù heverk evel ma veze graet gwechall. An oberennoù a bado muioc'h eget ur c'houlz-amzer hag a dremeno a remziad da remziad. Peogwir ez a an arz gant ar sevenadur e kaver war an astelloù levrioù ha filmoù e yezh keltiek evit ma vo gwarezet teñzor yezhel hon hendadoù.

Enskrivet eo KerluxY.bzh er gengrediezh, prest bepred da selaou e hentez. Tu a vo deoc'h da harpañ obererezhioù 'zo dre brenañ pezhioù merket gant al logo "solidaire" .

Pourmenit en Diskouezva Arz hag er Stal, deuit da estlammiñ rak an oberennoù a-raok mont kuit gant ul livadur, ur c'hizelladur pe ur bravig ... 

ha lakait da sevel gwarizi en dud all.



Buhezañ ar mare war un ton gant Keith Jarrett pe Yann Tiersen hag analat

A galon vat, trugarez deoc'h