Baud Garance

Kizellerez hag arzourez meur a hent krouiñ.

Abaoe he bugaleaj he deus bet Garance Baud ar Barizianez dedennet gant doareoù liesseurt da zisplegañ arzel, eus ar sonerezh hag al livadur d’ar c’hizellañ.

E 2020 e oa en em enskrivet en ECOLE BOULLE evit en em stummañ war an arzoù pleustrek, arbennikaet war ar c’hizellañ koad. Eno he deus tapet diazezoù ar barregezhioù goulennus : tresañ, modelañ, mestroniañ ar volum, ha merañ ar raktresoù an holl draoù-se en ur ziorren he frankiz krouiñ.

Hiziv an deiz e klask an arzourez meur a hent krouiñ. Sevel a ra kizelladurioù keramik dibar awenet gant bed an hunvreoù hag an emouezadurioù treuzkaset gant ar c’horf. Skeudennoù an noz, an dic’housk, ar paraliziezh hag ar c’hoant-fall a laka he c’hrouadurioù da greskiñ, o lakaat da c’houlenn al liamm etre an denelez hag an dic’houestl. Dont a ra ar c’horf da vezañ ur skeudenn eus ar santimantoù hag an emouezadurioù diabarzh, o reiñ stumm gwirion d’an darvoudoù diaes da zisplegañ alies.

Garance Baud a sav ivez strolladoù echedoù e keramik, a vez ijinet o pezhioù evel kizelladurioù gwirion, hag ivez murlivadurioù savet gant evezh a ziskouez e he c’hoant evit ar c’hefluniadur hag he evezh ouzh ar munudoù. Eus ar c’hizellañ d’an arz war ar murlivadur e tiorren an anzour ur pratik ma kemer an tresañ, ar volum hag an danvez ur plas kreiz.

 

Gwelout ouz e/hec'h oberoù